Laezh Riboul

Tagoù

, , , , , , , ,

Penaos ? N’hoc’h eus ket klevet komz eus Laezh Riboul, ar gelaouenn hudur hag uhel ar c’haoc’h en he zoull ?

Ur golo leun a bromesa, neketa ?

Savet gant ur skipailh Roazhoniz kevrinus (war a ouzomp), enni e kavot traoù a-bep-seurt, ken hudur ha gadal an eil re hag ar re all… Ha leun a fent ivez.

Heh, nepell eus ar pezh a fell deomp ober amañ, e gwirionez ! M’oc’h eus tro da zont da Roazhon e chom skouerennoù da werzhañ e ostaleri ar Paper Timbr, war a glevomp… Hag un eil niverenn a vefe da zont emberr !

Ma n’oc’h ket evit dont da Roazhon ez omp sur e vo kavet un dealer brezhonek bennak nepell diouzhoc’h a c’hello kavout unan deoc’h, da c’hortoz kavout Laezh Riboul e gwerzh e kement burev-butun 😉

***Nevezenti ! Setu e pelec’h e chom lod, sañset:

  • Havana Café (Lannuon, Hent Landreger)
  • Les Valseuses (Berlevenez, fast d’an Iliz)
  • Café du Port (Lokemo, tal ar porzh)
  • Bar de la Plage (Bel Leger, traezhenn Gwas Lagorn)***

Ur bajenn facebook a zo ganto ivez, mar fell deoc’h kaout kel(l)où ganto.

Plijahudur dezho e kement lec’h !

Lik ha lik ha lip

Tagoù

, , , ,

A-berzh Stefan, a-ziwar e vlog !

 

Lik ha lik ha lip

Lik ha lik ha lip
Liboudenn
Loudourenn
Ro din da zourenn
Na c’hoari
ket
da veg fin
– M’hen argas –
Bez marlonk
Kent bezañ lonket
gant ar bez
gant ar vezh

Ro da ziweuz
na’m lez ket diveuz
Glaour, klouar
Saour
Feunteun a drugarez
Druz ar gerioù
Ma karez
En deun
‘vel war-c’horre

Torosennoù
ha koadeier
Pikernioù
ha
pradeier
Balafenniñ

Ruz e vo ma c’habell
Ha te bleizez
Ma c’hig
da vezañ diblusket

Ha pa varvin
dousik
kig dous
bevin
treut goude reut

Pa vo lazhet
an euzhvil
er mil
Aet an tenn
Ez ay ar gwareger
da glask ar glav

Lik ha lik ha lip
Liboudenn
Loudourenn
Ro din da zourenn
Na c’hoari
ket
da veg fin
– M’hen argas –
Bez marlonk
Kent bezañ lonket
gant ar bez
gant ar vezh

Pin-upig a Vro-C’hlazig

Tagoù

, , , , , , , ,

Bodadeg ar Sonnerion ?

Emichañs he deus desket ober gant ar benveg… Pe c’hoari gantañ, zoken ! Ha gant ar binioù ivez marteze. Hag o vaouta e vefe bet ? Pe o klask tapout ar maout hepken. Pe c’hoazh oc’h ober maout eus unan bennak, ma ‘z eo bet kollet ganti glas he maoutig glazik ?

Goulennoù, goulennoù !

Troioù-revr Yann Baker – Ar stevell

Tagoù

, , , , , , , ,

Setu amañ istor kentañ Yann Baker, a zeuio da gontañ e droioù-revr deoc’h bep ar mare ! War a lavarer e vefe studier ar paker e kêr Roazhon, met piv ‘oar !

Marteze eo peogwir he doa evet ur banne re, pe marteze e plijen dezhi da vat, piv ‘oar ! D’ar mare-se ne raen ket van, e gwirionez, ur plac’h a oa deuet d’ar gêr ganin, hag unan koantig war ar marc’had, blev du evel an noz dezhi, muzelloù ruz teñval, kroc’hen gw… Gortozit, Gwenn-Erc’h eo se. Blev ruz, pikou-panez ha ruz-muzelloù gloss a oa gant homañ, netra da welet.

Ne ra forzh, koant e oa, setu holl, ha ‘barzh ma gwele. Blaz c’hwek a oa gant he muzelloù, c’hwezh vat gant he blev, dous e oa he c’hrochen… Ha war a seblant ne oa ket deuet da gousket hepken. O pokañ he gouzoug e oan pa vouskomzas em skouarn: “Ur stevell zo ganit ?

Kaoc’h. Disoñjet ganin penn-da-benn… ‘Pezh n’eo ket gwall fin.

Ur poch-pich ?” emezon diouzhtu, “Ya, ya, gortoz, emaon o vont da gerc’hat unan !…” Ha me d’he lezel oc’h hunadiñ laouen war ar gwele, ha redek a-dreuz an trepas betek ar sal-dour. Goloenn-vir ebet. “Kaoc’h-kaoc’h-kaoc’h…” emezon din ma-unan, ma c’haledenn o vont da netra. En diretenn mareteze ? Netra kennebeut. Geo ! Aze !

… Ne oa ket, ur pakad goullo e oa hepken… Peseurt inosant a zalc’h pakadoù stevelloù goullo ? Me, war a seblant.

Hag eben o c’hervel, “‘Maout o tont ?

En holl armili ar sal-dour em boa klasket, ha ne oa netra war stalennoù an trepas kennebeut… Ar saloñs ! E-touez ar bordel du-hont e oa unan, dre ret, disoñjet un deiz bennak, dastumet en ur vanifestadeg evit Naoned e Breizh, pe ur fest-noz pe me ‘oar me.

Ya, ya, emaon o tont !” emezon, “div eilenn hepken !

Ha d’ar red d’ar saloñs. Re vuan, sur a-walc’h, pa ne welis ket troad an daol hag ez eas ma biz-troad a-benn dezhañ gant ur STOK! kreñv. Ma seizh gwellañ a ris evit chom hep huchal, ha mont kamm-digamm betek ar gourvez-vank. Ar gwir a oa ganin, er pod-bitrak —unan hon eus holl !— e oa unan, un tog-pich santel. Pe get, hervez ar pab… Met boñ, piv a soñj en Aotroù Doue d’ar mare-se ? Ket me, setu perak e redis d’ar gambr, ar stevell savet ganin uhel em dorn.

Siwazh, gant ar c’hlask, ar boan hag ar redek e freskder an trepas e oa ar stevel an dra nemetañ a oa savet uhel. An dimezell ne oa ket bammet, a-dra-sur. Met pa verzis e  oa bet tennet he dilhad ganti hag e oa betek he dilhad-dindan war leur ar gambr ne voe ket pell a-raok ma voen prest da vont dezhi adarre !

Gant ur mousc’hoarzh e pignis war ar gwele neuze, davet al labousig he blev flamm. Ar c’holoenn a gemeras diganin, ha gant e selloù em re e krogas da zigeriñ ar pakad gant he dent, ur sell gadal en he daoulagad. Tostaat a ris diouti, ha klevet ar gwashañ trouz, hini al lateks o tiregiñ, dantet re bell.

Mousklennañ a reas un tammig… “Ooh, digarez, unan all ‘peus ?”

Yezhahudur

Tagoù

, , ,

A-berzh Moran, a-ziwar e vlog !

Yezhahudur

Plijadur ha kemmadur
Hudur bed ar yezhadur ?
Reizh ha gour ha lavarenn
Ma rannig-verb ez araogenn ?

Barennig-stagañ c’hadal
An anv-gwan o c’hedal
Kerkent aet ar ger-mell kuit
E vez kevrennek, me lâr dit !

Kevreañ hag ereañ
Al liesterioù reizhañ
Displegañ betek bout klañv
Ar verb karout en tu gouzañv

Raganv o perc’hennañ
Derezioù an doareañ
Doare-gourc’hemenn em skouarn
“Huch ma anv, gwan ha kadarn !”

Met e pelec’h emaoc’h erru ?

Tagoù

, , ,

Brezhoneg, yezh seksi” a c’hellfe bezañ ul lugan evidomp, pe “ur yezh evel ar re all“, tra ken. Rak ya, gellout a reer komz a bep-tra e brezhoneg, hag ar reizh, an darempredoù revel, en o zouezh. Setu ar pezh en deus roet c’hoant deomp da sevel ul lec’hienn a-seurt-se, dibar ha nevez e ardremez ar brezhonegva (betek deomp gouzout ! M’ho peus c’homlec’hioù dedennus…). Un doare evidomp da farsal ha da c’hoazhin ivez, a anzavimp hep mar !

N’eo ket pal al lec’hienn-mañ bezañ unan porno, ul lec’hienn revr e brezhoneg (daoust mar kavfemp se farsus evit lavarout gwir !), met ul lec’h da gomz diwar-bennn ar rev. Hep bezañ lous koulskoude, rak soñjal a ra deomp eo un ober n’eus ket da vezañ mezhekaet. Kaout ha reiñ plijadur d’ar re all ha dezhañ pe dezhi e-unan a zo ar c’haerañ tra a c’hellfer ober… ha perak ket en ober e brezhoneg! Ma n’oc’h eus ket klasket, pe n’oc’h eus ket kredet klask e kavot peadra amañ da reiñ c’hoant deoc’h marteze.

Kemmadur, plijadur, emezo; met sur omp e c’heller kavout plijusoc’h eget ar c’hemmadurioù e brezhoneg, memestra. Klasket e vo reiñ geriaoueg deoc’h,  skridoù marteze, skeudennoù mar fell deoc’h (na ‘z afent ket re bell ganti memestra !), c’hoarioù da ober (mmmh, an Emsav er gwele, netra ken gadal !), ha kement-tra a zeuio deomp, e gwirionez !

Ha ma fell deoc’h kemer perzh eo digor al lec’hienn d’an holl evel-just ! Evezhiadennoù a c’hellit lezel da vont pelloc’h gant ar gaoz, pe kas pennadoù, danevelloù, stevelloù, tresadennoù, soñjoù, rev-c’hoarielloù, ha me-oar-me deomp… Seul niverus seul blijus, neketa ! Ur chomlec’h hepken, neuze: plijahudur@gmail.com

Plijahudur e-leizh a hetomp deoc’h, neuze!