Tagoù

, , , , , , , ,

Penaos ? N’hoc’h eus ket klevet komz eus Laezh Riboul, ar gelaouenn hudur hag uhel ar c’haoc’h en he zoull ?

Ur golo leun a bromesa, neketa ?

Savet gant ur skipailh Roazhoniz kevrinus (war a ouzomp), enni e kavot traoù a-bep-seurt, ken hudur ha gadal an eil re hag ar re all… Ha leun a fent ivez.

Heh, nepell eus ar pezh a fell deomp ober amañ, e gwirionez ! M’oc’h eus tro da zont da Roazhon e chom skouerennoù da werzhañ e ostaleri ar Paper Timbr, war a glevomp… Hag un eil niverenn a vefe da zont emberr !

Ma n’oc’h ket evit dont da Roazhon ez omp sur e vo kavet un dealer brezhonek bennak nepell diouzhoc’h a c’hello kavout unan deoc’h, da c’hortoz kavout Laezh Riboul e gwerzh e kement burev-butun 😉

***Nevezenti ! Setu e pelec’h e chom lod, sañset:

  • Havana Café (Lannuon, Hent Landreger)
  • Les Valseuses (Berlevenez, fast d’an Iliz)
  • Café du Port (Lokemo, tal ar porzh)
  • Bar de la Plage (Bel Leger, traezhenn Gwas Lagorn)***

Ur bajenn facebook a zo ganto ivez, mar fell deoc’h kaout kel(l)où ganto.

Plijahudur dezho e kement lec’h !

Advertisements